MUSÉE D'ART DE NANTES

accueil

Un doare sevel eus an amzer-dremenet hag eus an amzer-vremañ

Pa oa bet serret e-pad 6 vloaz e oa bet graet labourioù bras e Mirdi an arzoù e Naoned. Rak-se e c’haller doujañ d’ar reolennoù a vremañ evit a sell ouzh mirout an oberennoù, ha 30 % a blas ouzhpenn zo evit diskouez anezho.

Sturiet e oa bet ar raktres astenn ha reneveziñ gant ar c’habined arkitektourien eus Breizh-Veur Stanton Williams. Lakaet ez eus war wel tri batis hag a ziskouez, dre an doare m’int bet savet, amzer pep hini anezho : ar Palez, Chapel an Orator hag an Diñs nevez-flamm-flimin.

Ar Palez

Savet e oa bet ar batis meur-se diouzh ar reolennoù a dalveze evit ar mirdioù eus an 19vet kantved, evel hini Lille pe hini Amiens : ur savadur gant ur porzh en e greiz, ar Patio, goloet gant ur werenneg ha sklêrijennet dre an nec’h. Dre ar Patio-se e c’haller mont d’un droiad palieroù doubl en-dro dezhañ, e rez-an-douar, ha d’an estaj kentañ dre ur skalier veur.

Fellout a rae d’ar c’habined arkitektourien Stanton Williams treuzfurmiñ neuz kozhik ar Palez, hag ober anezhañ ur mirdi a vremañ, leun a c’houloù, bev ha degemerus. Gant ar cheñchamant-se ez eo klokaet ha doujet ar savadur a oa anezhañ, en ur veskañ an traoù kozh hag ar re a vremañ, evel m’emañ kont gant an dastumadoù.

Chapel an Orator

War blasenn an Orator emañ, ha savet e oa bet er 17vet kantved. Er penn kentañ e oa Chapel an Orator ur savadur relijiel. N’eus ket adnevioù na tro-geur enni, hag e stumm ur groaz latin eeun emañ. Betek 1772 e oa ul lec’h oferennañ, ha goude-se, pa oa deuet da vezañ ur mad broadel, he doa servijet da veur a dra lerc’h-ouzh-lerc’h : lez-varn an torfedoù, ospital, grañj da lakaat boued-loened, kazarn evit an archerien.

Adprenet e oa bet ar Chapel gant Kêr e 1963, en ul lur kement ha paeañ, ha digoret e oa bet d’an dud e 1989. War-lerc’h al labourioù da reneveziñ ar mirdi ez eo deuet da vezañ ul lodenn eus Mirdi an arzoù e Naoned, ha graet e vez diskouezadegoù dibad enni.

An Diñs

Un ere etre an amzer-dremenet hag an amzer-vremañ eo ar savadur nevez-se. Digoret e oa bet e 2017 ha gouestlet eo penn-da-benn d’an arz a vremañ. Ennañ e c’haller gwelet un darn vras eus dastumadoù ar mirdi. Ingalet ez eus ouzhpenn 2 000 m² war 4 live liammet ouzh ar Palez gant un dreuzell orjal.

Lakaet ez eus bet aked gant an arkitektourien d’ar savadur kozh da vezañ kempoell gant an hini nevez, dre ar gouloù naturel, da skouer, ha liv gwenn an tufev. Ur gwir daol-kaer zo bet graet a-fet arkitektouriezh : ur voger-rideoz hollgaer, damvoull, e-skourr a-hed ar skalier, graet gant marbr ha gwer lavnennet.

Ur gouloù naturel reizhet gwelloc’h

Er palieroù bras en estaj ar Palez e oa fellet d’an arkitektourien lakaat ar gouloù naturel e servij ar gened hag an endro. Renevezet eo bet an 3 500 m² a werennoù, ha lakaet ez eus bet en o lec’h gwiskoù bern-ouzh-bern : gwer, lien stignet hag abavantoù pleg-dibleg evit kontrollañ ar gouloù en ur virout efed ur goumoulenn hag a dremen en oabl, o tegas da soñj evel-se eus dudi an atalieroù arzourien a wechall.

Ouzhpenn ar choaz-se ez eus bet graet traoù da greñvaat inertiezh termek naturel ar savadur, hag e-se da lakaat anezhañ da veveziñ nebeutoc’h a energiezh, war an ampl d’ar pezh a c’houlenner er reolennoù Kalite Uhel a-fet Endro.

Ur mirdi evit muioc’h a dud

Gant ar mirdi nevez-se, digor war kêr, e vez pedet an dud war droad da gendivizout gant an oberennoù, adalek ar straed war-eeun. Lamet eo bet ar porrastell a-hed fasadenn bennañ ar Palez hag ar skalier enk a oa eno, ha lakaet ez eus bet ul leurenn nevez en o flas. Al lec’h-se, graet evit kejañ gant tud all ha diskuizhañ, a ya d’ober ur blasenn foran degemerus en aezamant d’an dremenidi.

An tost m’emañ Mirdi an arzoù d’an dud a weler ivez gant ar gwerennoù a gaver ouzh meur a fasadenn eus ar mirdi. Dre-se e c’hall an dud war droad damwelet ul lodenn eus an dastumadoù adalek ar straedoù Georges-Clemenceau ha Gambetta. Gant ar voullded e pouezer war ar c’hoant da gas an arz d’ar straed hag an dud d’ar mirdi.

Emañ an dud e-kreiz ar raktres mirdi nevez-se, just a-walc’h. Se zo kaoz ez eus bet savet lec’hioù ha servijoù a-ratozh evit bastañ d’o ezhommoù ha lakaat an arz en aezamant d’ar muiañ a dud ar gwellañ. Bremañ, e dan ar mirdi, ez eus ur selaouva gant 144 flas hag a c’hall degemer sonadegoù, arvestoù, kendalc’hioù... hag atalieroù pedagogel da grouiñ hag arnodiñ traoù.

Aes-kaer eo bizitañ ar mirdi evit an dud nammet ivez hiviziken. Binvioù a bep seurt a ginniger dezho da gemer tro eus an dastumadoù : tresoù da douch, programmig Ma gweladenn evit ar pellgomzerioù-godell, testennoù skrivet bras, enrolladennoù e boukloù evit an dud na glevont ket mat.

Pa oa bet adkempennet al lec’hioù gant Stanton Williams e oa fellet d’ar c’habined krouiñ ur bale kempoell er mirdi hag en arkitektouriezh, e servij an arz. Ar veaj a-dreuz dastumadoù puilh ar mirdi a bed ac’hanoc’h da vont e-kreiz lec’hioù eus ar c’hentañ a-fet arkitektouriezh ha da gerzhet a-hed istor an arz, eus an 13vet d’an 21vet kantved.

< L'architectureHaut de page